En cours de chargement...
Alep, Belfast, div gêr pell mat an eil diouzh eben, ha koulskoude emeur eno en ur bed a gounnar, a gasoni hag a zisfizians, en ur bed a zaeloù saotret gant gwad an dud vunut. Daoust hag en em dennan a raio Mahomed hag e vab, divroidi deuet da glask repu e hanternoz Iwerzhon, en un endro ken feuls ? E bed an Oranjisted email Donavan en e vleud, gwarezi ha feulster a zo bet e lod a-viskoazh. Darvoudoù kriz a vo pennabeg d'e waleur ha marteze a-walc'h d'e zasorc'hidigezh.
Daoust ha tapet ha brevet e vo Manna O'Neill, plac'h ar Gaeltacht, stourmerez evit yezh ha sevenadur he bro, en antelloù stignet war he hent ?