En cours de chargement...
Deroù ar bloavezhioù 1960, e kreizig-kreiz ar Brezel yen. Dismantret eo bet rouedad ajanted Alec Leamas, rener servijoù kuzh Breizh-Veur e Berlin. Kefridi en deus a-berzh Londrez da zistruj Hans-Dieter Mundt, pennkaoz diskar e servij. Danjerus-kenan ha luziet eo ar gefridi ; ar spier n'eo ken nemet ur pezh en ur c'hoari echedoù etre galloudoù dizamant ha didruez. Kerkent hag embannet e 1963 e voe anavezet The Spy Who Came in from the Cold, skrivet gant un den hag a anaveze an dachenn eus an diabarzh, da romant gwir ar Brezel yen hag ar spierezh.
Meur a briz lennegel zo aet gant arromant-man. E 1965 e oa bet graet ur film diwarnan, gant Richard Burton da haroz.